EMSAV BREIZH NEVEZ

Thèmes

mer roman

Rechercher
Articles les plus lus

· EMSAV BREIZH NEVEZ
· POL POT E BREIZH
· GWERZHERIEN HON BRO
· DIWAR AR "FRONT BRETON"
· PERAK MONT DA VOUEZHIÑ EN EBREL ?

 

Statistiques

Date de création : 20.01.2012
Dernière mise à jour : 23.01.2012
5 articles


GWERZHERIEN HON BRO

Publié le 23/01/2012 à 10:46 par emsavbreizhnevez

 

A-dreuz lenn Breizh Atao war al lerc'hienn e c'heller lenn nevezentioù kuzhet gant kazetennoù-all.

Digwener e lennemp diwar bluenn Merour ur pennad sklaer ha fraezh a-zivout ar bolitikourion c'hall tost eus ar CRIJF, ar gevredigezh brudet-mat evit boud mouezh Israël e Frañs ha difenn spontourion ar BETAR (bagad studerien yuzev damsoudardel). Evel-just ne faote ket d'ar bolitikourion-se e vije gouezet int dalc'het gant roueed ar FrañsIsraël , padal e vez « hackers » donezonet a zo deuet a-benn da ziskuliañ o liammoù gant ar sionourien.

E Breizh e kaver tud evel Jean-Yves le Drian prezidant Kuzul Rannvro-Breizh, Jean-Marc Ayrault, Josselin de Rohan, Louis le Pensec, Loïc Bouvard. Mignoned-vras Israël e konter ivez e Skol-Veur Brest gant an Aotrou Kelenner Jean-Dominique Dewitte a zo e penn servij Medisinerezh al Labour, an Aotrou Kelelnner Jean Lotrian, An aotrou Kelenner Jean Aubert a zo emellet en UMP ivez. Gouezet e vo e vez an UNEF e Breizh evel e Bro-C'hall e touez keneiled feal an Israeliz. Pep hini en deus ar gwir da soñjal ha da ezteurel e soñj evel-just. Amañ ez eus kaoz eus un dra arall neoazh.

Hol lennerien a oar mat n'eo ket ar CRIF nemet ur gevredigezh savet evit diwall mat ar Yuzevien e Frañs. Ganti e vez galvet ivez an embroerezh nann-europa er vro.Neuze e tleer degemer ar re a zo liammet ar CRIF evel itrikourien e-servij distruj gwriziennoù broadoù europa. Kement-se a zo un tamm grevusoc'h eget boud a-du gant politikerezh Israël. Kement-se a ra eus outo danvez-torfedourien enep istor, hengounoù, sevenadurioù a ra al liammoù etre ar re varv hag ar re vev e pep broad Europa. Kement-se a ra eus outo gwerzherien hon broadoù.

 

ENB



POL POT E BREIZH

Publié le 22/01/2012 à 07:44 par emsavbreizhnevez Tags : roman

N'eus ket da lâr ... Gant bep seurt tud e c'heller kejañ en emsavig. Ha ma vefe ur feiz vroadel gwir o virvilh e kreizig-don an dud-se e teufe sur romantoù- e-giz reoù ma rae Dostoievsk-i o tont e-maez diwar o buhez. Boud a vez kavet ur ouenn a emsaverien divizet ganto sevel ur Brezhoneg nevez, ha ne vo ket mui na blaz na liv ar Brezhoneg gantañ. Gallekaet e vez ereadurezh ar brezhoneg-se penn da benn, dreistmodern e tle boud ar brezhoneg neketa ? Ha war zigwarez gellout ezteurel pep tra gant ar Brezhoneg e vo savet nevezc'herioù digomprenus krenn, rak ar pezh a vez añvet "Brezhoneg ar bobl" n'eus ket tu sevel gerioù arnevez diwarnarnañ evel-just !

Eus ar "Yezh Nevez se" e vez graet "Yezh ar Stad" gant an emsaverien a zo oc'h ober war he zro hep prederiañ war danvezioù all. Ha piv a gomz ar yezh-se, piv a gompren an dreisttrefoedach-se ? Den ebet nemet ar re o deus he savet. Neuze ma n'eo ket ar bobl vreton speredek a-walc'h evit intent ar "Brezhoneg Nevez" eo ret cheñch ar Bobl ha desevel tud a yal d'ober ar "Bobl Nevez". Tra ma vo komzet, soñjet, huñvreet er Yezh Nevez se ne vo goulennet netra all d'ar Bobl nevez se. Ne vo ket taolet kont eus e lignez da skouer. Setu ma c'hello Shmuel, Ali, Mamadoù ha me oar peseurt meteked c'hoaz o tont e Breizh hag e vo graet Breizhour eus outo war zigarer mar arveront ar "Yezh Nevez".

Seurt soñjoù n'eo ket nevez. Pell alese. Dindan ren Pol Polt hag ar Strollad añvet Ankhar e voe embannet ur Yezh Nevez hag ur Bobl nevez evit lec'hiañ ar pezh a chome eus hengounoù ar Vro. Daoust d'ar pezh a gred fasoù-koad Skol Preder e vev c'hoazh ur bobl vreton, hag e kalon ul lodenn vat eus ar bobl se a vev c'hoazh greun ar vroadelouriezh n'eo ket un dra dañvezel da gentañ, un dra speredel ne lavaran ket. Un dra speredel diazezet war ar Gwad ha ar re Varv, Ar Ouenn hag an Douar. Skol Preder ne ra foultre kaer eus hor Marv hag hor Douar, foultre kaer eus ar Vreizhiz hag eus Breizh. Ar pezh a fell dezho eo sevel ur Vro nevez gant tud diwriziennet o komz ur yezh bet krouet gant Komisered politik. Ar c'hontrol bev eus ar stourm en deus kroget Emsav Breizh Nevez da ren : dihuniñ Spered ar Bobl hag er bobl evel m'emañ. Ne reont ket fae war al lodenn vrasañ eus hor bobl ne ra ket gant ar Brezhoneg. Kompren a reomp  mat n'eo ket plijus deskiñ ar yezh gant an istrogelled lous a zo e penn ar gentelioù noz. Setu perak e soñj din e tle kelenn ar yezh klotañ gant skiant istorel ha ouennel ar Vretoned. An tri a valeo asambles.



PERAK MONT DA VOUEZHIÑ EN EBREL ?

Publié le 21/01/2012 à 08:55 par emsavbreizhnevez Tags : mer

Gouzout a ouzer ne vez gant Pennlevier ar Republik nebeutoc'h galloud eget gant gouarnour Kalifornia da skouer. Ar Politik evel m'hen intente Platon, Machiavel, pe Carl Schmidtt a zo dindan wask an ekonomiezh abaoe pell zo. An ekonomiezh a zo izelañ ober en ur gevredigezh urzhiet mat. Da lâret eo ur gevrediezh hengounel awenet gant an nerzhioù dreistdenel. Perak ha piv mont da zibab en ifern-se neuze ?

Un dra anat a zo evit an hini a wel sklaer : emañ echu gant Frañs evel ur vroad, emañ echu ganti abaoe dibenn ar C'hentañ Brezel bed. Ne zeuio biken war wel en dro. Lezenn ar vuhez eo kement-se : ar broadoù kozh a varv, ar broadoù yaouank a gemer  o lerc'h, ar pezh a oa bet merzhet gant ar soñjour alaman Oswald Spengler.

Hir eo tremenva Frañs koulskoude. Tamm ha tamm eo dislonket ganti ar boued brein en doa he lakaet da devaat : Gwirioù mab den hag ar c'heodedad, hollvedeliezh, nac'h ar gwirvoudelezh a ra ur vroad : ouenn ar c'horf, ar spered, an ene ha kement-se evit en em reiñ da faltazi an Ingalded rik etre an dud dizoareet. Frañs a zo aet en he bez a galon vat, ha ne leñvimp ket warni. A galon vat he deus asantet mervel p'he deus degemeret embroidi nann-europat a-vochad a benn distrujañ identelezhioù ar pobloù a veve er pevarc'horn.

Ar vouezhiadeg a-benn dilenn ar pennlevier evit pemp bloaz ne gemmo ket stad an traoù evit ar Vretoned, gouzout a reomp kement-se re vat. Breizh ne vo ket komzet eus outi gant ar re a zo war ar renk ha n'o deus ket d'hen ober evel-just. Setu mar fell deomp kemer perzh er vouezhiadeg-se memes tra ne sellimp ket ouzh programmoù a denn d'an digreizennañ holl. Ne vern deomp an digreizennañ. Ne c'houlennomp ket an aluzenn digant ar Stad C'hall. Kemer a rimp hol lod pa vo deuet poent d'he ober. Da lâret eo e kemerimp ni Vretoned an holl c'halloudoù e Breizh a-benn sevel Stad Vroadel ar Bobl vreton. 

Da c'hortoz ret deomp anzav ne vo ket mui eus Breizh ma kenderc'h Pariz da zegas deomp hec'h embroidi nann-europat. A benn ugent pe dregont vloaz e pouez warnomp ar riskl d'en em gavout evel ar serbed e Kosovo. Setu perak e sellint pizh ouzh programmoù a denn d'an embroerezh nann europa da gentañ holl. E keñver se eo an Itron Ar Penn a ginnig deomp ar sklaerañ programm.

Neuze... Deoc'h-c'hwi da soñjal ervat...

 

ESB



DIWAR AR "FRONT BRETON"

Publié le 20/01/2012 à 15:32 par emsavbreizhnevez

N'eus ket pell eo bet savet ur galv war Facebook a-benn krouiñ ur "Front Breton".
Ar "Front Breton" se a vo war ar renk d'ar vouezhiadegoù evit dibab kannerien ar rannvro e 2013. Diouzh ar pezh a ziskleront d'an nebeutañ. Peseurt programm gantañ ? Sevel ur Parlamant. A-dra sur ac'h eus lennet mat, emsaverien Facebook a ginnig deomp dilenn ha goprañ druz 100 politiker-brein.
Er Front Breton e kaver ar re a zo bet dipitet chom hep bezañ bet kuzulerien rannvro evel ma veze "tata Jacqueline" a baeas diwar ho arc'hant deomp ni ur beaj e Sina da falarzourion o chom e Breizh. En un amzer ma c'hlask ar pobloù kas d'an traoñ politikajoù ar pennoù-laeron, ha kement-se en Europa a-bezh, n'eus nemet Breizhiz diouennet evit klask saveteiñ demokratiezh al lavagnoned. Ne chomo nemeto evit krediñ e vez diwar an demokratiezh e c'hellomp adsevel Breizh Broadel. An demokratiezh eo en deus lakaet an soñjoù hiniennel e plas Spered ar Vro. An demokratiezh eo en deus heñvelekaet pep broioù demokratel ha razet kuit o hengounoù kozh. An demokratiezh eo a ya enep-krenn ar bobl, rak er bobl eo e vev un dra a vez ouzhpenn ar bobl : ar vroadelouriezh speredel diwallet e he c'halon daoust da red an amzer.

Evit ar bobl eo ret razañ kuit an demokratiezh ha sevel Stad Vroadel ar Bobl Vreton.

Bevet unaniezh ar bobl breton enep ar bolitikourien-brein !

EBN



EMSAV BREIZH NEVEZ

Publié le 20/01/2012 à 13:26 par emsavbreizhnevez

 

Kaer e vo d'hon enebourien e-barzh pe en-dro d'an emsavig klask hon lakaat da devel, ne deuin ket a-benn. Kaer e vo dezho gwerzhañ ar vroadelourien penn kil ha troad d'ar boliserien c'hall ne sankint ket an aon en o c'halonoù. Kaer e vo da Fañch UDB, Yann Breizhistance, Paolig Diwan ho gopaaat, ho tismegansiñ ne c'hellint ket lazhañ tan ar galonegezh o sklêrijennañ ho kreizoù-don. Gouzout a reomp ervat n'eus netra da rastellañ evit ar Vreizhourion a oar e pelec'h emañ e zever. A-wecoù e kaver an ar marv e penn an hent zoken. Ha prest on da sell ouzh Aotrou an Ankou tal ouzh tal. Ennomp e vev ha e kresk greun ar vroadelouriezh. Evidomp n'eo ket ar vroadelouriezh ur soñj, un huñvre, ur c'hoariell evit berraat an amzer. Stad Vroadel  ar bobl vreton a vev en diabarzh ar Breton chomet yac'h a gorf, a spered, a ene. Ar vroadelouriezh a zo un dra fetis diazezet war an Douar hag ar re Varv. Nep ne sant ket kement-se en e gig, ne c'hello ket mont pell war dachenn ar stourm. Krediñ a reomp ivez eo gwelloc'h kontañ war hanter-kant vreton a ouenn vat eget war dek vil den paeet druz evit folklorajiñ en anv Breizh. Emsav Breizh Nevez a faot dezhañ strollañ ar re a zo broadelourien dre natur, rak ar vroadelouriez ne vez ket desket er skolioù, er stajoù, pe dre lenn zoken. Ar vroadelouriezh a zo bezañs ar Vro e kalon un den. Gallout a ra selaou ar vouezh se pe tevel anezhi. Ni a glasko dihuniñ evitañ ar vroadelouriezh mut a vev ennañ.

Anat eo bremañ eo aet da get an Emsav kozh a oa bet kroget gantañ war-lerc'h dibenn an Eil brezel bed. En emsav-se ne c'helled den ebet lavar an teir wirionez pennañ :

1) Muioc'h ouzh muiañ a embroïdi nann-europad a zo deuet e Breizh en ugent vléad aet e biou. Kement-se a zo un arvar-kreñv o pouezañ war ar Bobl vreton.

2) Ne dle ket mui an emsaver mont da c'houlenn an aluzenn digant ar C'huzul-Rannvro, pe ur c'huzul-meur bennak . Kement se a zo ur vezh evit ur Breizhour a ouenn vat.

3) Difenn Breizh a zo difenn Europa ar re Wenn a Ouenn. Diazezet eo ivez hor stourm war an disheñvelded ouennek a ra liested ar bed. Dre zifenn hor sevenadur e tifennomp hengounoù Europa.

Breizh a zo deomp. En-dro dezhi e fell deomp derc'hel anezhi ouzh pep enebour eus an diavaez pe eus an diabarzh.

 

Bevet Breizh !

 

EBN